azlyrics.biz
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

alan stivell – an alarc’h lyrics

Loading...

eun alarc’h, eu alarc’h tramor,
war lein tour moal kastell armor

refrain:
dinn, dinn, daoñ! d’an emgann!
o! dinn, dinn, daoñ! d’an emgann ez an!

neventi vat d’ar vretoned!
ha mallozh ruz d’ar c’hallaoued!

erru ul lestr e pleg ar mor,
e oueliuù gwenn gantañ digor

digouet an aotrou yann endro,
digouet eo da ziwall e vro

d’hon diwall doc’h ar c’hallaoued,
a vac’hom war ar vretoned.

ken e laosker ur youc’adenn,
a ra d’an aod ur grenadenn;

ken e son ar menezioù laz;
ha froen, ha trid ar gazeg c’hlas;

ken e kan laouen ar c’hleier,
kant lev tro-war-do, e pep kêr.

deut eo an heol, deut eo an hañv;
deut eo en-dro an aotrou yann!

an aotrou yann a zo oaotr mat;
ker prim e droad hag e lagad.

laezh ur vreizhadez a sunos,
ul laezh ken yac’h evel gwin koez

luc’h a daol e c’hoaf p’hen h-r-ll,
ken e vrumenn an neb a sell.

pa c’h–ri kreñv e tarc’h,
ken e taouhanter den ha marc’h.

darc’h atav, dalc’h mat, aotrou dug
dao warne! ai’ta! bug-o! bug!

neb a droc’h ‘vel e troc’htez-te,
n’en deus aotrou nemet doue!

dalc’homp, bretoned, dalc’homp mat!
arsav na truez! gwad oc’h gwad!

itron varia vreizh, skoaz da vro!
fest ‘erbedenner, fest a vo!

darev ar foenn, piv a falc’ho?
darev an ed, piv a vedo?

ar foenn, an ed, piv a fako?
ar roue ‘gav gantañ’raio.

dont a ray a-benn ur gaouad,
gant ur falc’h arc’hant da falc’hat

gant ur falc’h arc’hant ‘n hor bro-ni,
ha gant ur falz aour da vediñ.

mar plijje gant ar c’hallaoued
daoust hag int mank ar vretoned?

mar plijje gant ‘n aotroui roue,
daoust hag-eñ eo den pe zoue?

skignañ ‘ra bleizi breizh-izel,
o klevet embann ar brezel,

o klevet ar youc’h, e yudont:
gant c’hwezh ar challaoued e reont.

en heñchoù, e-berr e welour
o redek ar gwad evel dour.

ken ‘yey ruz-glaou brusk an houidi,
hag ar gwasi gwenn o neuiñ.

muioc’h a dammoù goaf, e skent,
eget e karnelioù ar vro.

paotred bro-c’hall ‘lec’h ma kouezhint,
betek deiz ar varn e c’hourve’int;

betek deiz ar varn hag ar feustl,
gant an trubard a ren ar reustl.

an diveradur eus ar gwez
‘ray dour benniget war e vez!



Random Lyrics

HOT LYRICS

Loading...