azlyrics.biz
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

alan stivell – silvestrig lyrics

Loading...

barzh e parrez sant servais
war vordig mene bre
‘z’eus ur c’habiten yaouank o sevel un arme (bis)
me ‘m’eus ur mab, silvestrig, zo o vonet ivez

“roit din va mab silvestrig, n’am eus mab nemetañ
me ‘bako deoc’h, kabiten, an arc’hant deut gantañ
– ne dalv ket; graet ar marc’had, diwezhat eo bremañ;
n’eus soudard all en arme a blij din eveltañ

– na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
a nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell?
a c’houlennfe digantañ keleier ar brezel
mard eo yac’h hag e buhez, dont da di e gavell…”

pa oa an tad glac’haret oc’h ober e gañvoù
e oa e vab silvestrig ‘toull an nor o selaou
– o tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
na ouelit ket, o va zad, ha sec’hit ho taeloù!”



Random Lyrics

HOT LYRICS

Loading...