azlyrics.biz
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

gwennyn - me ivez lyrics

Loading...

[kentañ strofad]
me ‘zo bet ur plac’h yaouank
eus ar gêr a gemper
me ‘zo bet ur plac’h yaouank
eus ar gêr a gemper
‘oa ret ober he studioù
‘n em heñchañ war ur vicher

bevet ‘meus er kêr roazhon
gant dizurzhioù kêriz
bevet ‘meus er kêr roazhon
gant dizurzhioù kêriz
ha kaer ‘meus bet ober vann
da vonet da heul ar c’hiz
[diskan]
piv on ?
en deiz a gan
piv out ?
en noz a lonk
em gwriziennoù don mouget ar frankiz
piv on ?
en deiz a gan
piv out ?
en noz a lonk
em gwriziennoù don mouget ar frankiz

[eil strofad]
aet e oan gant stêr ar red
war riboulioù ar bed
aet e oan gant stêr ar red
war riboulioù ar bed
ha setu ur paotr yaouank
“karantez”, ‘soñje din+me

karet ‘oan ha diskaret
war gwele an touell
karet ‘oan ha diskaret
war gwele an touell
ha diboell ar baotred dall
‘noa dibennet ma c’heal
[diskan]
piv on ?
en deiz a gan
piv out ?
en noz a lonk
em gwriziennoù don mouget ar frankiz
piv on ?
en deiz a gan
piv out ?
en noz a lonk
em gwriziennoù don mouget ar frankiz

[trede strofad]
harzoù hedro gourlakaet
hep asant ar merc’hed
harzoù hedro gourlakaet
hep asant ar merc’hed
met morse nemet kerse
na chom gant ar reuzied

savet ‘meus ma flanedenn
war avel ar frankiz
savet ‘meus ma flanedenn
war avel ar frankiz
mil dañjer am eus kavet
war hent+dall ar yaouankiz
[diskan]
freedom
en deiz a gan
freedom
en noz a lonk
em froudennoù foll ‘yudan ma anv
freedom
en deiz a gan
freedom
en noz a lonk
em froudennoù foll ‘yudan ma anv
freedom
en deiz a gan
freedom
en noz a lonk
em froudennoù foll ‘yudan ma anv
freedom
en deiz a gan
freedom
en noz a lonk
em froudennoù foll ‘yudan ma anv



Random Lyrics

HOT LYRICS

Loading...