![azlyrics.biz](https://azlyrics.biz/assets/logo.png)
les ramoneurs de menhirs - ar paotr disoursi lyrics
me a so ur paotr bihan savant ha disoursi
netra ne blij din gwelloh ‘wid mont da h–ri toupi
ober skolig al louarn iwe hoazh a garan
’wid gouren ha neizheta, hwitellad ha kanañ
ma chupenn, ma jiletenn a so ganin diheiet
‘n tu diaraog deus ma bragow so ganin difoeltret
graet ganin d’en em bilad dimeus ma hamaradow
pa vin erru barzh ar gêr, me am mo bazhadow
hag ar gwer war an tier alies a dorran
ober profit d’ar gweraer, mignon bras on dezañ
hoazh e plije din ober gis da m’hamaradow
hont da h–ri chetiñ mein ba beg ar chiminalow
nag alies ‘maes ma hoant, me a vez red din tremen
ha kousked er-maes en nos, me a ra pinijenn
gwel’ a ran ar jañdarmed ewid doned da m’sponto
koms rant din deus ar prison, prest visen da m’rento
med d’antreal en toull-bazh, hemañ zo abredig
kar amañ so ‘r paotr bihan ha n’ew ket gwal- spontig
Random Lyrics
- mndr - sparrow voices lyrics
- yavid - summertime 05 lyrics
- dean martin - look lyrics
- lyran dasz - mond lyrics
- mathaius young - dreams lyrics
- aaron watson - long vacation lyrics
- nerieš - úprimné lyrics
- society burning - detritus lyrics
- dreamhigh - famousitic lyrics
- krezip - thought that you would be you're gone lyrics