les ramoneurs de menhirs - yà'àt'ééh lyrics
selaouit tud yaouank, ha c’hwi ‘r re gozh ivez
eh an da gontiñ deoc’h ur c’hantik a-nevez
eh an da gontiñ deoc’h a-nevez kompozet
‘ziàr leonard peltier ‘ lârer ‘ma bet savet
pell amzer ‘ zo bremañ e oa bet toullbac’het
kar gwirioù ar re ruz en devoa difennet
e bro an oñkl sam, g’ ar fasoù gwenn renet
na doc’h gwirioù mab-den nend eo ket bet doujet
an den ruz disprizet, hag a-gostez laket
gwenn, du, melen hepken, ar ger lenn ‘ zo torret
ne vo ket peac’h er bed, ken a na vo tolpet
en-dro ar pevar liv sakr : ar gerlenn ‘ vo serret
‘r re ruz ‘lâr ‘ma achu bed ar c’hroc’hen skignan
fondet ‘ vez an natur, lazhet get an argant
tostaat a ra an amzer, mar ‘d eus ket chañjament
tuchant ‘ chomay ket mui heni àr an douar-mañ
tud gwir ag an douar-mañ, sorserion, chamaned
ha c’hwi ar pobloù fur, difennerion ar bed
e’it saoviñ hor mamm-douar, ‘ vo ret deomp bout unanet
doujiñ muioc’h d’an dud, d’ar plantoù, d’ar loened
chadennet eo ma c’horf, met dizalc’h (eo) ma c’halon
hag e ma huneioù e kuitan ma frizon
àr zivaskell an erer eh an da gavouit ma zud
disuj eo ma spered, me ne chomin ket mut
‘ oa ket kablus anezhoñ, neoazh ‘ oa kondaonet
paotred an fbi, ‘n o las (o) doa eñ tapet
‘ zele ket chom en toull da achu e vuhez
rait en-dro e frankiz da leonard peltier
Random Lyrics
- fred e pedrito - as mocinhas da cidade lyrics
- lessa gustavo - domingo lyrics
- vegas jones - biatche casuali lyrics
- m.a.l.c. - broken record lyrics
- great electric quest - 1901 lyrics
- daniel viglietti - cantaliso en un bar lyrics
- the mission uk - hands across the ocean lyrics
- amery rey tuesta - le llamo pachamama lyrics
- jimmy needham - only you lyrics
- wolfsmyth - brother julien lyrics