azlyrics.biz
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

nolwenn leroy – bro gozh ma zadoù lyrics

Loading...

” ni, breizhiz a galon, karomp hon gwir vro !
brudet eo an arvor dre ar bed tro-dro
dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
a skuilhas eviti o gwad
refrain
o breizh, ma bro, me ‘gar ma bro
tra ma vo mor ‘vel mur ‘n he zro
ra vezo digabestr ma bro !
breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed
n’eus bro all a garan kement ‘barzh ar bed
pep menez, pep traonienn, d’am c’halon zo kaer
enne kousk meur a vreizhad taer !
refrain
ar vretoned ‘zo tud kalet ha kreñv ;
n’eus pobl ken kalonek a zindan an neñv
gwerz trist, son dudius a ziwan eno
o ! pegen kaer ec’h out, ma bro !
refrain
mar d’eo bet trec’het breizh er brezelioù bras
he yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh
he c’halon birvidik a lamm c’hoazh ‘n he c’hreiz
dihunet out bremañ, ma breizh



Random Lyrics

HOT LYRICS

Loading...