azlyrics.biz
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

tri bleiz die - ar gêr a is lyrics

Loading...

petra ‘zo nevez e kêr is ?
ma ‘z eo ken foll ar yaouankiz !
ma klevan-me ar binioù
ar vombard hag an telennoù

bodennoù drez ‘zo diwanet
war dor an ilizoù prennet
e kêr is n’eus nemet traoù kozh
met an ebatoù-mañ ‘vez bemnoz

d’o c’hwezek vloaz an holl verc’hed
n’o deus doue ‘met ar pec’hed
ha da c’hober e gurunnen
e roont o c’haerañ rozenn

ahes merc’h ar roue gralon
tan an ifern en he c’halon
er penn kentañ deus an diroll
a gas d’he heul ar gêr da goll

ha skuizh gant rebechoù he zad
evit mont deus e zaoulagad
he deus graet gant drouksperedoù
ur palez kaer tost d’ar skluzioù

“plijadur deoc’h er palez-mañ
merc’hed jentil ha paotred skañv
plijadur deoc’h ha nozvezh gren ”
eme ar priñs en ur antren

ar priñs a zouge dilhad ruz
e varv a oa hir ha du
e holl izili a virve
hag e zaoulagad a zeve

ha warne gant an holl en noazh
en ur ganañ : “mallozh d’ar groaz ! ”
reas en seizh stumm disheñvel
dañsoù ar seizh pec’hed marvel

“ma dousig koant, merc’h da c’hgralon
ha muiañ-karet va c’halon
ha n’h-llfen ket en enep giz
gwelout alc’houez skluzioù kêr is ? ”

piv a deu du-hont gant ar ru
pignet war un inkane du ?
hag eñ d’an daoulamm war e gein
ken a strink an tan deus ar vein ?

“gralon, gralon, sav hepdale !
sav evit heuliañ gwenole
sav evit tec’hel deus ar mor
skluzioù kêr is a zo digor”

bremañ aet eo mari-morgan
ahes, diouzh sked al loar, a gan
a gan hag en ur vousc’h–rzhin
a grib er mor he blev bezhin



Random Lyrics

HOT LYRICS

Loading...