tri bleiz die - deiz pe zeiz lyrics
deiz pe zeiz ne vo ket mui staget bro-naoned
staget ouzh ur rannvro, ijinet gant un den penn-droch ha berr e spered
neuze prederit mat, marc’hadourien avel ha promesaoù didalvez
ha grit diouzh ma vo lidet, an deiz-se ‘vel ur gouel, eus bro-leon da vbro-raez
un deiz brav en abardaez ‘ba’ straedoù naoned
tarzhadennoù, mesk, reuz, youc’h ha moged
tud pignet war an delwennoù, bannieloù war-bouez o brec’h
c’h–rzhadegoù ar merc’hed, kanoù ar baotred
amourouzien o vale kazel-ha-kazel
skoperien-tan, janglerien ha sonerien
e-touezik noz ha serr-noz ‘ba’ straedoù naoned
tarzhadennoù, mesk, reuz, youc’h ha moged
tud o redek da bep tu, hag ar fliked war o lerc’h
daeroù, leñvoù ar merc’hed, fulor ar baotred
amourouzien o klask evel tud dall o muiañ-karet
gouleier-tro, greunadennoù lakrimojen
Random Lyrics
- frankie goes to hollywood - for heaven's sake lyrics
- trae tha truth - what about us lyrics
- ded stark - sadboi heights lyrics
- solosam - breezin & coolin lyrics
- mendi - how deep is your throat? lyrics
- lyke giants - shade lyrics
- biggie juke - livsstil lyrics
- half an orange - buzz lightyear lyrics
- rage - my lyrics
- cng - westside lyrics