tri yann - ton simple - tamm kreiz - ton double lyrics
an deiz all me oa bet e pardon koloreg
me ‘m boa gwelet ma mestrez, tra lala lala lalo…
war skalier ar vered
evit mont d’he saludiñ, na ken kaer ‘vel ma oa
me a c’houlas diganti, tra lala lala lalo…
ha dimezet a oa
n’on ket c’hoazh ma servijer, n’on ket c’hoazh dimezet
met bet on ur fortun vat, tra lala lala lalo…
d’an hini ma c’hemerfe
me ‘m eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet
ha kezeg er marchosioù, tra lala lala lalo…
kapabl d’o charreat
met pa oan erruet eno, me ne welen netra
met ur c’hozh kazh bihan fall, tra lala lala lalo…
oa ket ‘vit logota
daou wele a oa ivez, un a bep tu d’an tan
al liñselioù ‘oa warne, tra lala lala lalo…
oant ket deus ar re voan
al liñselioù ‘oa warne oant ket deus ar re fin
nozvezh kentañ ‘m boa kousket, tra lala lala lalo…
‘m boa kignet ma daoulin
bremañ me ‘cheñcho micher, yelo da wiader
ha lako war ma gweleoù, tra lala lala lalo…
liñselioù lien kaer
Random Lyrics
- the product g&b - tired of being broke lyrics
- revolver cannabis - iban por el del sombrero lyrics
- quiet, please - way too deep lyrics
- ramzel - soul search lyrics
- the icarus account - dancing at the terminal lyrics
- ceza - suspus lyrics
- pray - jeden tag lyrics
- alf prøysen - lille måltrost lyrics
- jimmie davis - where the old red river flows lyrics
- ema jean - wish it was me lyrics