yann-fañch kemener - kimiad ar zoudard yaouank lyrics
ma c’halon a zo frailhed dre nerzh ma ankrezou
ma daoulagad entanet n’o deuz mui a zaelou
deud eo siouazh an devezh ma renkan dilezel
lec’h kaer ma bugaleach, ma bro gaer breizh izel !
keno did, ma zi balan, kuzhet barzh an draounien
tachenn c’hlaz var behini, bugel e c’h–rien;
gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere
e’pad tommder an hañvou, e kousken da greiz-de
keno keno ! mamm ha tad, bremañ n’esperit mui
e chommfe ho mab karet da c’harpan ho kozhni
evit gounid d’hoc’h bara, vel m’hoc’h euz great d’ezban
al lezen zo didruezho kuitad a renkan
nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenvz
pa zeui ma c’hi ankenied e dro d’hoc’h da ruza;
pa welfet war an oaled, ma skabellig c’houllou
o c’houeloù ma zadoù kozh gant doue bet galvet
keno ma muian karet, ma dousig koant mari
ur blanedenn diremet ‘zo deut d’hon glac’hari
e’rusted ha levenez, skedus ‘zo tremenet
‘vel en oabl ar goumoulenn gant an avel gwentet
s’il revenait l’absent
on le reconnaîtrait aux traces de ses pas sur la mer
à sa voix de lumière blessée
aux allées et venues de ses pensées
Random Lyrics
- playboi carti & trippie redd - exotic lyrics
- mordor muzik - szaman lyrics
- coal cash - vrilmatic (we don't give a fuck) lyrics
- young frigo - they say lyrics
- buzzcocks - holding me down lyrics
- mc hammer - i won't give up lyrics
- eulenspygel - der fremde lyrics
- el gran martín elías - los 1000 clavos de mi cruz lyrics
- bette tattler - lonely girl lyrics
- dondadda - ambiente lyrics