storlok – botoù-koad dre dan lyrics
Loading...
ma ‘m bije botoù-koad dre dan
me az aje da gastell
da varrakech pe da gerlouan
ganto ne vijen ket pell
[diskan]
gant va botoù-koad dre dan
gant va botoù-koad dre dan
ma ‘m bije botoù-koad dre dan
‘m bije ket ezhomm na struj na gwin
evit nijal d’ar firmamant
dav de’i gant un taol botez prim…
[diskan]
war ur steredenn goulou bras
eno marteze e kavin
ar sonerien o c’h–ri jazz
e-touez an aour hag ar satin…
[diskan]
ha mari gozh ha job an tog
o tañsal round ar galaktig
ha pep hini gant e vazh-krog
o tastum peñse ‘n amerik…
[diskan]
ha fin ebet d’am c’hanaouenn
nemet ar bed en e splannder
o tiskanañ ‘n ur strinkadenn
da drouz va bouteier pounner…
[diskan]
Random Lyrics
- lil-a khumalo – bigbank lyrics lyrics
- ehsan khajehamiri – shans lyrics
- soniq – my light blue days lyrics
- marvin dupré – la foudre lyrics
- amariemowatt – angel & satan lyrics
- violents – equal powers lyrics
- smurfene – baker-smurf (barbie girl) lyrics
- uppbeat – tsunami lyrics
- home free – 19 you + me lyrics
- horkýže slíže – banda tupych hlav lyrics